Call girl

Call girl hag escort girl a reer e saozneg eus un ambrougerez, da lavaret eo ur c'hast na ziskouez ket he micher d'an dud war ar straed ha na labour ket en ur fouzhlec'h. Dre bellgomz e tegemer arvalien peurliesañ, pa rank ar re-se goulenn un emgav ; lod call girls a dremen dre ur stal arbennik ma vezont gopret[1].
Etre 18 vloaz ha 25 bloaz eo oad keitad ar maouezi, ha desketoc'h eget ar re a labour er straedoù e vezont peurliesañ[2],[3].
Meur a zoare zo d'un ambrougerez da gaout arvalien : kemennadoù berr e kazetennoù ha kelaouennoù e oa an hent hengounel, met dre an Internet e reont mui-ouzh-mui bremañ[4],[5]. War gresk ez eo aet implij hevelep lec'hiennoù er XXIvet kantved[6].
Un ambrougerez a c'hall labourat dre zegemer un arval (incall) pe dre vont davetañ (outcall).
Ur stal arbennik a c'hall servijout da hanterourez, petra bennak ma ne vez ket renet ar stalioù-se gant houlierien pe houlierezed peurliesañ.
Uheloc'h eget re ar gisti all eo prizioù an ambrougerezed. Kalz call girls zo dizalc'h, hag a ver o-unan o lec'hienn Internet dezho[1]. Aet eo ar Genrouedad ar mediom pennañ ma kav an arvalien un ambrougerez[7][8]. Ur poltred atizus eus ar vaouez a vez lakaet war ziskwel peurvuiañ, hag a-wezhioù e tispleg an ambrougerez an doare servijoù revel a ginnig.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Jacobson, Mark, The $2,000 an-Hour Woman, New York Magazine, 18/07/2005
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) Is the number of trafficked call girls a myth? @ BC News, 9/01/2009. Kavet : 25 a viz Du 2025.
- ↑ (en) Flowers, Ronald Barri. The Prostitution of Women and Girls. Jefferson : McFarland, 1998, p. 54 (ISBN 978-0-7864-0490-2)
- ↑ Taylor, Diane. Most sex workers have had jobs in health, education or charities – survey @ The Guardian, 27/02/2015. Kavet : 25 a viz Du 2025.
- ↑ (en) London Escorts Gallery @ Royal Escorts. Kavet : 25 a viz Du 2025.
- ↑ (fr) Escort Finistère @ Lady Xena. Kavet : 25 a viz Du 2025.
- ↑ (en) Snow, Natalie M. et al. The Marketing of Female Escorts: A Gendered Perspective of Online Companionship Advertisements. In : International Journal of Offender Therapy and Comparative Criminology, levrenn 66, niverenn 10–11, 26 Ebrel 2021 • Enlinenn @ National Library of Medicine. Kavet : 23 a viz Du 2025.
- ↑ (en) Johnson, Alex. A consumer guide to prostitutes is a click away @ NBC News, 20/01/2006. Kavet : 23 a viz Du 2025.
- ↑ (en) Johnson, Alex. ''Several comfortable steps ahead of the law. Kavet : 23 a viz Du 2025.