close
Mont d’an endalc’had

ISO 8859

Eus Wikipedia

ISO 8859, pe formelloc'h ISO/CEI 8859, a zo un norm eus an ISO hag eus ar CEI war-un-dro, evit kodiñ arouezennoù war 8 bit a-benn tretiñ testennoù dre an informatik. Ar standard a zo rannet etre 15 isstandard, eus an ISO/CEI 8859-1 betek an ISO/CEI 8859-16.

Ma'z eus a-walc'h gant an 96 arouezenn moullapl eus an ASCII evit eskemm stlennoù e saozneg, ez eus ezhomm arouezennoù ouzhpenn evit ar yezhoù all a ra gant al lizherenneg latin, da skouer ar ß (alamanek), an å (yezhoù norzhek), ù, ñ... evit ar brezhoneg. ISO 8859 en deus klasket diskoulmañ ar gudenn-se oc'h ober gant an 8vet bit, laosket dizimplij gant an ASCII, pezh a c'hall roiñ plas evit 128 arouezenn all. Pezh a zo, bez' oa estreget 128 karakter hag a vanke. Setu emaint bet lodennet etre 15 taolenn.

An norm ISO 8859 a zo bet savet evit eskemm stlennoù hepken, pas evit tipografiañ anezhe kaer. Mankout a ra e-barzh arouezennoù e-giz ligaturioù, tiredoù 'zo, traoù all... setu e vez implijet gant ar sistemoù-moullañ sofistiket taolennoù dezhe o-unan, pe (gwelloc'h) Unicode.

An taolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh an ISO 8859, evit c'hoarzh, e kaver an 15 taolenn-mañ :


Pep rann a zo bet divizet evit servij da yezhoù hag a amprest an eil gant eben. Pa c'hoarvez un arouezenn e meur a rann, ez eus bet klasket lakaat anezhañ e-barzh ar memes plas e-barzh pep hini...

Taolenn an ISO 8859-1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
ISO/CEI 8859-1
x0 x1 x2 x3 x4 x5 x6 x7 x8 x9 xA xB xC xD xE xF
0x dizimplij
1x
2x !"#$%&'( )*+,-./
3x 01234567 89:;<=>?
4x @ABCDEFG HIJKLMNO
5x PQRSTUVW XYZ[\]^_
6x `abcdefg hijklmno
7x pqrstuvw xyz{|} ~
8x dizimplij
9x
Ax ¡¢£¤¥¦§¨ ©ª« ¬­®¯
Bx °±²³´µ· ¸¹º»¼½¾¿
Cx ÀÁÂÃÄÅÆÇ ÈÉÊËÌÍÎÏ
Dx ÐÑÒÓÔÕÖ× ØÙÚÛÜÝÞß
Ex àáâãäåæç èéêëìíîï
Fx ðñòóôõö÷ øùúûüýþÿ

E-barzh an daolenn-se emañ ar 20 (32) ar « gwenn », hag an A0 (160) ar « gwenn didroc'hus » (NBSP, pe no-break space e saozneg). AD (173) a zo un tiredig ha na vez ket diskouezet gant browserioù 'zo (SHY, pe soft hyphen e saozneg). Ar c'hodoù etre 00 (0) hag 1F (31), hag ar re etre 7F (127) ha 9F (159) ne vezont ket implijet gant an ISO 8859-1.