Regia Aeronautica
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Ar Regia Aeronautica Italiana, berraet e RAI a-wechoù, a oa aerlu Rouantelezh Italia. Oberiant e voe etre 1923 ha 1946. Unan eus pevar skourr nerzhioù armet Italia e oa, asambles gant ar Regio Esercito (tirlu), ar Regia Marina (morlu), hag ar Milizia Volontaria per la Sicurezza Nazionale (Milis a-youl vat evit ar Surentez Vroadel, an aozadur faskour anavezet evel ar «Rochedoù du» ivez).
Krouet e voe diwar ar Corpo Aeronautico Militare, aerlu kentañ ar vro bet krouet e-pad ar Brezel-bed Kentañ, a oa ur skourr eus an arme-zouar betek 1923. Kemer a reas perzh e Brezel diabarzh Spagn (1936-1939), e aloubadeg Etiopia (1935-1937) hag hini Albania (1939), a-raok bezañ implijet e-pad an Eil Brezed-bed a-us da veur a dalbenn.
- Arouez ar Regia Aeronautica a c'halled gwelet war lost ar c'hirri-nij italian etre 1940 ha 1943.
- Kokardenn (1923-1936 ha 1943-1946).
- Kokardenn (1935-1943).
- Ur c'harr-nij chaseal Macchi C.200 Saetta eus ar Regia Aeronautica war dalbenn ar Reter e 1942.