close
Mont d’an endalc’had

Sauvignon

Eus Wikipedia
Sauvignon
Gouennad
Iskevrennad eusGouennad Kemmañ
Deiziad krouiñ25 Mae 1970 Kemmañ
Implijwine grape variety Kemmañ
Anv er yezh orinSauvignon blanc Kemmañ
BugelCabernet Sauvignon Kemmañ
Anv skiantelVitis vinifera ’Sauvignon Blanc’ Kemmañ
Renk taksonomekcultivar Kemmañ
Takson uheloc'hVitis vinifera Kemmañ
Hybrid ofSavagnin Kemmañ
Spore print colorwhite berry skin Kemmañ
Bro orinFrañs, Italia Kemmañ
Smells of2-isobutyl-3-methoxypyrazine Kemmañ
Operating areaBolgheri Kemmañ
Hardiness of plantfully cold-hardy Kemmañ
Fruit coloryellow-green, white berry skin Kemmañ

Ar sauvignon B (pe sauvignon blanc) a zo ur ouennad gwini hag a zeu eus Traoñienn al Liger moarvat. Marteze eo un hibrid eus ar savagnin. Gounezet e vez kalz e gwiniegi Bourdel ha gwiniegoù traoñienn al Liger, e Bro-C'hall dre-vras, e Roumania, e Bulgaria, hag e broioù ar Bed Nevez : er Stadoù-Unanet, e Kalifornia dreist-holl, e Zeland-Nevez, en Aostralia, e Suafrika, en Arc'hantina hag e Chile. Ur sauvignon gris G a zo ivez, damheñvel, met gant hugennoù roz, ha gallout a ra produiñ gwinoù c'hwek pe likorek un tamm aesoc'h eget ar sauvignon B.

Dezverkus eo blaz ar gwinoù sec'h produet gantañ, disheñvel-tre diouzh hini ar gouennadoù all. Gallout a ra ar blaz mont eus ar glaz d'an trovanel, hervez hin al lec'h produiñ.

Pa vez fresk e klot mat ar sauvignon gant pesked ha keuz, keuz-gavr peurgetket. Unan eus an nebeud gwinoù a glot gant sushi eo ivez[1]. Evet e vez yaouank peurliesañ.

Brudet kenañ eo ar ouennad zu cabernet sauvignon, hag a zo un hiron etre ar cabernet franc hag ar sauvignon[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Galet, Dictionnaire encyclopédique des cépages, Hachette Livre, 2000 (ISBN 2-01-236331-8).