close
Mont d’an endalc’had

Swetcheurt

Eus Wikipedia
Swetcheurt
Iskevrennad eusStammenn, sportswear Kemmañ

Ur swetcheurt a zo ur pezh-dilhad e kotoñs, etre ar stammenn hag an t-shirt, gant milginoù hir ha hep gouzougenn. Gwisket e vez dre ar penn. Ur c'habuch a zo gant lod anezho. Ur chakod bras a c'hall bezañ en tu a-raok ivez, pe daou chakod a-gleiz hag a-zehoù.

Da gentañ e oa ur pezh-dilhad evit ar sportourien stadunanat, a-raok ha goude ar striv. Ar ger saoznek sweatshirt a c'hall bezañ troet e "chupenn evit c'hweziñ". Adalek ar bloavezhioù 1960 e krogas ar skolioù-meur stadunanat da lakaat o logo war swetcheurtoù ha t-shirtoù o studierien, un doare marc'had-mat hag efedus d'ober bruderezh.