close
Mont d’an endalc’had

Vi (kegin)

Eus Wikipedia
Vi yar kriz dirak ar glorenn dorr

Da geginañ e vez implijet vioù-yar dreist-holl. Ganto e vez graet :

  • vioù poazh-tanav, en dour tomm berv
  • vioù poazh kalet, pa vez laosket 10 munut en dour o virviñ : kalet eo ar gwenn hag ar melen
  • vioù baset
  • vioù fritet, en amann, pe en eoul (olivez, palmez, hag all), pe er bloneg.
  • alumennoù.

Ar vi a zo un aozenn a vez implijet kalz er c'heginañ, kenkoulz evit ar meuzioù sall, evit fardañ toaz, evit keginañ dibennoù-pred zo hag evit ober hiliennoù.

Gant ur melen-vi hag eoul e vez graet maionez. Gant gwennoù vioù baset en erc'h ha dienn saoz e vez graet un enezenn war-neuñv. Gant gwenn-vi ha sukr e vez graet mereng.