close
Mont d’an endalc’had

Ael mat

Eus Wikipedia

Un ael mat (pe ael gwarezer, gardian, gwenn, mirer) zo un ael hag a zo e garg gwareziñ an dud er relijionoù biblek. Un ael karget da wareziñ silvidigezh unan pe meur a hini eo[1]. Kreiz eo ar soñj eus un ael gwarezer er Grennamzer dreist holl. Alies e vez taolennet aeled mat en daolennoù. Da skouer, De dood van een vrek gant Hieronymus Bosch (XVIvet kantvet).

Meur a zoare zo da envel e brezhoneg an ael mat. Kavet vez an elfenn mat en un dave eus ar XVIvet kantvet, Melezour ar marv (Le Mirouer de la mort) embannet e 1575. Met e Buhez ar Zent (1911) gant an aotroù Perrot e vez lavaret ael mirer[2].

Kavout a reer anv eus an ael mat e kantikoù zo, da skouer en hini anvet En Enor d'hon Ael Mat, embannet e-barzh Kantikou brezounek Eskopti Kemper ha Leon e 1908.

  1. (fr) L’existence des anges, Catéchèse & Catéchuménat, 16/01/2023
  2. Herve Le Bihan, Divi Kervella (ren skiantel), devri.bzh, ael, Devri geriadur diakronek hag etimologel ar brezhoneg.