close
Mont d’an endalc’had

Troma Entertainment

Eus Wikipedia
Troma Entertainment
embregerezh produiñ sinema
Tachenn obererezhioùfilmaozañ Kemmañ
Deiziad krouiñ1974 Kemmañ
Anv er yezh orinTroma Entertainment Kemmañ
Den heverkLloyd Kaufman Kemmañ
DiazezerLloyd Kaufman, Michael Herz Kemmañ
Merour/renerLloyd Kaufman Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
Furm lezennelembregerezh prevez Kemmañ
Lec'h diazezNew York Kemmañ
Organizational divisionTroma Records Kemmañ
Sez sokialNew York Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.troma.com/ Kemmañ

Troma Entertainment (berraet gant ar stumm Troma) zo un embregerezh produiñ hag embann filmoù dieub e Stadoù Unanet Amerika. Savet eo bet gant Lloyd Kaufman ha Michael Herz e 1974. An embregerezh a brodu filmoù gant boujedoù izel ha dieub diouzh ar studioioù bras. An doare anezho zo dreist-holl reoù spont. Darn anezho zo reoù gant fent, flemmus, gore ha splatter.

E 2012, an embregerezh a oa bet oc'h embann un toullad filmoù war YouTube. Ar chadenn YouTube Troma a oa bet lamet dre ma vefe enebet ouzh lezennoù an embregerezh.

Troma en deus bet produet, prenet hag embannnet ouzhpenn 1000 film dieub. Al lugan e 2014 a oa "40 years of Disrupting Media". Abaoe e vez kendalc'het d'e implij o kemm ar bloavezh nemetken. Ul lugan all implijet gant an embregerezh a oa "Movies of the Future." Krouet ez eus bet ur servij arvestiñ filmoù enlinenn e doare streaming anvet Troma Now.

Manifesterien e 2013 e-pad Festival Cannes o c'houlenn un oscar evit Troma

Evit ul listenn glok, gwelet Listenn eus filmoù gant Troma. Amañ dindan e kaver ul listenn eus un nebeud filmoù perc'hennet gant Troma.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]