close
Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1892

Eus Wikipedia
Winchester Model 1892


Ur garabinenn Winchester Model 1892
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh pe karabinenn (hervez he hirder)
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn
Munisionoù .32-20 Winchester
.38-40 Winchester
.44-40 Winchester
.25-20 Winchester
.218 Bee
Stummoù modern
.357 Magnum
.44 Magnum
Bloavezh krouidigezh 1892
Ijiner John M. Browning
Produerien Winchester Repeating Arms Company
Mare produiñ (Gant Winchester)
1892-1941
Abaoe 2014
Skouerennoù produet 1.007.608
Perzhioù teknikel
Mas 2,6 kg (stumm karabinenn)
Hirder ar c'hanol 510 mm (stumm karabinenn)

Endalc'h Karger korzennek etre 5 ha 17 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C pe D

Ar Winchester Model 1892 zo ur fuzuilh ha karabinenn breouet gant John Browning e 1892, ha bet produet etre 1892 ha 1941 gant an embregerezh stadunanat Winchester. Kambret e oa he stummoù orin e .32-20 Winchester, .38-40 Winchester ha .44-40 Winchester. Kinniget e voe adalek 1895 e .25-20 Winchester[1], ha diwezhatoc'h e .218 Bee.

Ur sistem tennata dre loc'henn-grogenn a zo dezhi, hag ur c'harger korzennek disheñvel e endalc'h hervez ar stummoù :

  • Sporting Rifle ha Fancy Sporting Rifle : stummoù fuzuilh, kanolioù 24' hag endalc'h 13 kartouchenn ;
  • Carbine : stumm karabinenn, kanol 20' hag endalc'h 11 kartouchenn [2];
  • Musket, stumm hir he c'hanol (30') hag uhel e endalc'h (17 tenn), bet poblek-tre e Suamerika[1].

1.007.608 skouerenn eus ar Model 1892 a zo bet produet gant Winchester[3]. Meur a gopienn zo bet savet adalek eil hanterenn an XXvet kantved gant embregerezhioù evel Rossi ha Chiappa[4]. Winchester a oa adkroget d'ober an arm e 2014, e .357 Magnum pe e .44 Remington Magnum[5].

John Wayne o vukañ gant ur Model 1892 er film The Searchers (1956).

Priziet e oa an arm gant ar c'howboyed[6]. Diwezhatoc'h e voe implijet e kalz filmoù western. Unan eus armoù muiañ-karet hag implijetañ John Wayne e oa da skouer, ha skouerennoù en e goun a voe savet gant Winchester e 2007[1]. Koulskoude e voe krouet ar Model 1892 e dibenn trec'h ar Stadoù-Unanet war ar C'hornôg, ha n'emañ ket e-touez an "armoù o deus gounezet ar C'hornôg"[7] evel ar Winchester Model 1873 hag ar revolver Colt Single Action Army, gwerzhet o-daou ugent vloaz a-raok[8].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Martin Pegler, Winchester Lever-Action Rifles, Osprey Publishing, 2015, 80 p., ISBN 978-1472806574
  1. 1 2 3 (en) SIMPSON Layne, Winchester Model 1892 Short Rifle Review, Shooting Times, 08/12/2014 (lennet d'ar 27/02/2026)
  2. (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 331
  3. (en) MILLER Payton, Winchester Model 92 Trapper Rifle: Highly Collectible, Rifle Shooter, 14/08/2025 (lennet d'ar 27/02/2026)
  4. (en) Chiappa Winchester 1892, Gun Mart, 27/01/2017 (lennet d'ar 27/02/2026)
  5. (fr) MODEL 1892 SHORT RIFLE, lec'hienn Winchester (lennet d'ar 27/02/2026)
  6. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 180
  7. "The guns that won the West" hervez un droienn saoznek voutin.
  8. (en) ENGESSER Joe, Guns that Won the West: 150 Years of the Colt Single Action Army and the Winchester Model 1873, Rock Island Auction Company, 2023 (lennet d'ar 27/02/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan