Pokémon
| Bro orin | |
| Anv orin | ポケットモンスター Pokettomonsutā |
| Anv etrebroadel | Pokémon (en) Pocket monsters |
| Statud | Frañchizenn |
| Doareoù | RPG Anime Manga C'hoari kartoù Filmoù |
| Diazezerien | Tajiri Satoshi Sugimori Ken |
| Diorroer | Game Freak (pennañ) |
| Perc'henn | The Pokémon Company |
| Embanner | Nintendo |
| Savennoù | Game Boy, Game Boy Color, Game Boy Advance, Nintendo DS, Nintendo 3DS, Nintendo Switch, Nintendo Switch 2, Android, iOS |
| Padelezh | 1996 – bremañ |
| Internet | Pokémon Hub |
Ur frañchizenn er media eo Pokémon krouet gant Satoshi Tajiri, krouer an heuliad c'hoarioù video dezhi ar memes anv embannet gant Nintendo. Hervez ar stadegoù ofisiel e vefe bet gwerzhet 143 milion a c'hoarioù Pokémon. Ar c'hoari Pokémon Ruz ha Glas en deus graet ar muiañ a verzh ; prenet ez eus bet ouzhpenn 20 milion a skouerennoù, ur rekord istorel evit ar pezh a sell ouzh gwerzh ar c'hoarioù video.
Bez' e c'hell bezañ kavet produioù pennañ Pokémon dindan stumm tresadennoù-bev, mangaoù, ha c'hoarioù kartoù. Er stirad tresadennoù-bev ez eo Sacha Ketchum an haroz hag a zo heuliet e-kerzh e veaj ma klask pakañ ar muiañ posupl a Bokémoned, ar pezh e vez adkavet er c'hoarioù video.
E bouez sevenadurel a zo bet bras-tre er broioù e-lec'h ma'z eo bet silet ; Japan, SUA, ha meur a broioù europat.
Meizad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bed-se n'eus ket eus al loened gwirion anavezet ; poblet eo ar blanedenn gant Pokémoned, doareoù loened hag a c'hell dislonkañ tan (evel ar charizard), pe tredan (evel Pikachu). Bez' e c'hellont bezañ mekanikel (Magnetit a zo unan anezho), pe zoken bezañ frouezhenn mab-den (evel Mewtow)... Peurviañ e treuzvevont gant mab-den difreuz, met kudennoù a sav alies.
Pep spesad Pokémon en deus e anv : hennez a c'hell bezañ implijet kement evit kaozeal eus ur Pokémon resis pe evit hollad ar spesad Pokémon. Peurviañ ne c'hell ket ur Pokémon lavarout un dra all estreget e anv (met un doare yezh e chom, komprenus etre an holl Bokémoned), memes ma zo bet eus darvoudoù spesius e-lec'h ma'z eo bet desket yezh mab-den gant ur Pokémon.
Pokémoned zo lavaret mojennek, a zo unanel en o spesad (evel-se n’eus nemet eus ur Mew er bed-se).
Pep Pokémon en deus un doareenn pe meur a hini, termeniñ a raio al lod brasañ eus o doareoù-tagañ, o c’hreñvderioù hag o gwanderioù e-keñver doarennoù all (aesoc'h e vo d'ur Pokémon plantel gouzañv tagadennoù dourel eget re an tan, da skouer).
17 doareenn disheñvel a zo, pep hini dezhi gwanderioù ha kreñvderioù a-enep unan all.
Bez' e c'hell ur Pokémon cheñch doareenn goude bezañ bet "diorroet", ma c'hell e spesad en ober. Ne c'hell ket ur Pokémon diorren muioc'h evit div wech. A-wechoù e c'hell choaz etre meur a ziorroadur disheñvel (evel Evoli).
Dresourien Pokémoned 'zo a brient o Fokémon d'ober emgannoù etrezo. Ar Pokémoned-se a vez peurvuiañ douget en ur Pocket Ball, ur seurt bolotenn hag a c'hell degemer ur Pokémon hepken (bihanaet eo neuze ar Pokémon evit mont e-barzh).
Hunvre ar muiañ niver a dresourien (ha niverus int) a zo pakañ an titl "mestr dresour" ; d'en ober e rankont dont a-benn da bakañ ur skouerenn eus an holl Bokémoned er bed... D'en ober e rankont treuziñ ar vro.
Ar c’hrogadoù Pokémoned a zo aozet etre daou zresour, ha paouez a ra pa'z eo KO an holl Bokémoned nemet unan anezho. Peurviañ n'eus Pokémon lazhet ebet, hag ar re lakaet KO a zo pareet en ospitalioù arbennika, anvet "kreizennoù Pokémon".

