Blue Origin
| Tachenn obererezhioù | aerospace industry |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | Gwengolo 2000 |
| Anv er yezh orin | Blue Origin |
| Diazezer | Jeff Bezos |
| Testenn ar ger-stur | Gradatim Ferociter, Step by Step, Ferociously |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Furm lezennel | private limited company |
| Sez sokial | Kent, Washington |
| Produ | New Glenn, New Shepard, BE-4, BE-3, BE-7 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.blueorigin.com/ |
| Item operated | Blue Moon |
Blue Origin Enterprises, L.P. zo un embregerezh prevez teknologiezh egorel stadunanat gant al lec'h penn e Kent e Washington. An embregerezh a zo arbennikaet war ar rokedennoù kelc'hdro New Shepard hag ar rokedennoù dezougen ponner New Glenn. Ouzhpenn da broduiñ motorioù evit e rokedennoù, Blue Origin a werzh ivez anezho evit karbedoù all, evel an United Launch Alliance Vulcan Centaur. Ouzhpenn-se e labour war Blue Moon karbed dilestrañ loarel evit ar Programm Artemis gant an NASA, an diaz egorlestr Blue Ring, ha war an arsav egorel Orbital Reef o kenlabourat gant aozadurioù hag embregerezhioù lies.
Krouet e 2000 gant Jeff Bezos, Blue Origin a oa bet un embregerezh startup damguzh, arc'hantaouet gant arc'hant Bezos. E 2015, an embregerezh a oa deuet a-benn da lañsañ un nij didud ha douarañ an New Shepard hag embannet en un doare ofisiel ar steuñv New Glenn. E 2021, New Shepard a oa bet implijet evit ar c'hentañ beaj gant bourzhidi , e-touez anezho Bezos. Tremenet e oa bet linenn Kármán, al lec'h a vez implijet evit lavar an harz gant an egor, 100 km a-us da live ar mor. E miz Genver 2023 an embregerezh a oa deuet a-benn da sevel ar c'hentañ motor rokedenn BE-4 evit United Launch Alliance.[1] Memes ma 'z eo bet sevenet meur a daol brav gant Blue Origin, burutellet eo bet memestra evit diorroiñ an traoù en un doare re gorrek, dreist-holl pa vez keñveriet gant SpaceX. Evit gwellaat an traoù war an tachennoù-se, an embregerezh a oa bet o kemm penn e miz Gwengolo 2023, Dave Limp a oa bet lakaet evel CEO e-plas Bob Smith.[2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Erwin, Sandra (2020-07-02). Blue Origin delivers the first BE-4 engine to United Launch Alliance (en-US).
- ↑ Berger, Eric (2023-09-25). Jeff Bezos finally got rid of Bob Smith at Blue Origin (en-US).