close
Mont d’an endalc’had

Louis Armstrong

Eus Wikipedia
Louis Armstrong
Anv Louis Daniel Armstrong
Ganet d'ar 4 a viz Eost 1901
Orleañs-Nevez, SUA
Marvet d'ar 6 a viz Gouere 1971
Corona, Queens, kêr New York, SUA
Micher(ioù) trompilhour, kaner
Doare(où) Dixieland, jazz, swing, traditional pop
Benveg(où) trompilh
Bloavezhioù oberiant tro 1914-1971

Endro Joe "King" Oliver, Ella Fitzgerald, Kid Ory

Louis Daniel Armstrong (4 a viz Eost 1901 en Orleañs-Nevez, Louiziana - 6 a viz Gouere 1971 e Corona, Queens, kêr New York) a oa un trompilher hag ur c'haner afroamerikan, unan eus jazzmen pouezusañ e amzer hag istor ar jazz.

Liv e vouezh aes da anaout diouzhtu, e zoare donezonet da seniñ trompilh, ar vezañs anezhañ war al leurenn hag e bersonelezh brokus o deus fardet e vrud etrebroadel. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz e voe, a droiad da droiad, gwellañ kannadour ar jazz dre ar bed.

Louis Armstrong e Berlin-Reter, miz Meurzh 1965

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.