Colt Official Police
| Colt Official Police | |
|---|---|
Ur revolver Colt Official Police kambret e .32-20 | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver un-ober/daou-ober |
| Kalibr | .38 Special .22 Long Rifle .32-20 Winchester .38-200 .41 Long Colt |
| Saver | Colt |
| Bloavezh krouidigezh | 1907 |
| Mare produiñ | 1908 - 1969 |
| Niver produet | Ouzhpenn 750.000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Pouez | 1 kg |
| Hirder | 292 mm |
| Hirder ar c'hanol | 4', 5' pe 6' (102, 127 pe 157 mm) |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Colt Official Police, gwerzhet dindan an anv Colt Army Special eus 1908 betek 1927[1], a zo ur revolver un-ober/daou-ober, dezhañ ur vent etre, produet etre 1908 ha 1969 gant an embregerezh stadunanat Colt.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1908 e kinnigas Colt ur revolver nevez, dezhañ ur blatinenn daou-ober, hag un daboulin c'hwec'h tenn kambret evit kartouchennoù .38 Special ijinet un nebeud bloavezhioù a-raok. Army Special e voe anvet da gentañ evit klask gounid marc'hadoù en armeoù, met dont a reas an arm da vezañ poblekoc'h e meteier ar polis kentoc'h. E 1927, pa oa splann e oa ar pistolennoù o kemer plas ar revolverioù e armeoù ar bed, Colt a zivizas adenvel an arm Official Police. Stummoù all eus ar revolver a voe kinniget, evel an hini e .32-20 gouestlet d'an dud a veve war ar maez e Norzhamerika, pe ur stumm e .22 Long Rifle, dezhañ ur c'hanol 6 meutad hepken[2].
E-pad an Eil Brezel-bed e prenas ar Stadoù-Unanet 49.000 skouerenn eus ar Colt Official Police, en ur stumm marc'hadmatoc'h, 4 meutad e ganol ha simplaet elfennoù 'zo evel e blakennoù-dornikell hag e aremennañ. Produet e voe etre 1942 ha 1943 dindan anv anv Colt Commando[3]. Pourveziet e voent dreist-holl da ekipajoù kirri-nij an USAAF, ha lod anezhe a voe harzlammet da emsavioù rezistañs Frañs pe broioù all[4].
Ouzhpenn 750.000 skouerenn eus ar Colt Official Police ha deus e adstummoù zo bet produet en holl[5].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Colt 38 Army Special, modèle 1908, Arme et Passion (lennet d'an 28/02/2025)
- ↑ (fr) Colt Official Police, Arme et Passion (lennet d'an 28/02/2025)
- ↑ (en) DIAMOND Jon, Colt Commando Revolver .38 Special and the $25 War Department Deal, Warfare History Network, miz Kerzu 2016 (lennet d'an 28/02/2025)
- ↑ (fr) ALVÈS Eric, Revolver Colt Commando, Seconde-Guerre.net (lennet d'an 28/02/2025)
- ↑ (en) Hervez an niveroù-serienn renablet amañ
| ||||||||||||||||||||||||||