close
Mont d’an endalc’had

Devanāgarī

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Devanagari)

An devanāgarī (देवनागरी; RLVK: devanāgarī) 'zo anezhañ un doare-skrivañ implijet evit skrivañ meur a yezh eus Indez, da skouer ar sañskriteg, an hindeg hag ivez an nepaleg.

Dont a reas war wel an devanagari tro-dro 1000 goude Jezuz, diorroet diwar ar skritur siddhamek. Met ar skritur brahmek eo mammenn kazi holl skriturioù implijet e India, ar sañskriteg en o zouez.

Mont-en-dro an devanagari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar devanagari un abugida, da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bep seurt a-us pe tro-dro d'al lizherenn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut.

Stummoù diverret ispisial (lizherennoù kevrennek) ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Skrivet e vez a gleiz da dehoù hep diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizhernnoù pennañ) ha lizherennoù bihan.

En holl ez eus 34 c'hensonenn (vyanjana) ha 12 vogalenn (svara).

Lizherennoù an devanagari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En daolenn-mañ e vez diskwelet stummoù stag ar vogalennoù gant al lizherenn diazez "p(a)". Ar vogalenn "a" eo vogalenn diazez pep lizherenn diazez e devanagari. Diswelet e vez ivez distagadur pep lizherenn hervez an doare ma vezont distaget e hindeg a-vremañ.

Vogalennoù
LizherennSin ar vogalenn gant [p]AnvDistagadur (IPA)
(hini ebet) aə
पा aaɑ
पि iɪ
पी iii
पु uʊ
पू uuu
पृ r vogalennekrɪ ([r ̩])
पॄ rr vogalennekrɪ ([rː̩])
पॢ l vogalennek([l ̩])
पॣ ll vogalennek(lː̩])
पॅ candra e
पॆ e berre
पे ee(ː)
पै aiɛ ([ai])
पॉ candra o
पॊ o berro
पो oo(ː)
पौ auɔ ([au])
Sinoù all
Sin gant [p]AnvFunctionDistagadur (IPA)
प् viramahalant; mutaat ar vogalenn[p]
पँ candrabinduFriadur[pə̃]
पं anusvaraFriadur[pə̃]
पः visargaC'hwezhañ[pəh] / [pəə̥]
प़ nuktaEvit sonioù o tonet eus ar perseg (d.s., ph + nukta = f)
पऽ avagrahaHiraat ar vogalenn[pə:]

Ar vogalenn "a" a zo e pep lizherenn diazez da heul ar gensonenn nemet ma vefe kemmet ar vogalenn dre implijout stummoù stag vogalennoù all pe c'hoazh pa vez mutaet ar vogalenn dre implijout ur sin ispisial anvet halant pe virama.

Kensonennoù
LizherennAnvTreuzlizherennadurDistagadur (IPA)
kakk
khakhkh
gagg
ghaghgɦ
ngaŋ
cac
chachh
jaj
jhajhɦ
nyañɲ
ttaʈ
tthaṭhʈh
ddaɖ / ɽ
ddhaḍhɖɦ / ɽɦ
nnaɳ
tat
thathh
dad
dhadhɦ
nan
papp
phaphph
babb
bhabhbɦ
mamm
yayj
rarɾ
lall
llaɭ
vavv
shaśɕ
ssaʂ
sass
hahh

Ne vez ket implijet al lizherenn e hindeg. Implijet e vez an holl lizherennoù e marateg (marathi).

Setu sifroù ar skritur devanagari:

Sifroù
01234 56789
Devanagari
Chandrabindu

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]