close
Mont d’an endalc’had

kolo

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Gerdarzh

Kavet e krennvrezhoneg coloff (1249)[1].
Da geñveriañ gant cuelmo « plouz » e leoneg spagnol ha colmena « koloenn (d.l.e. ruskad) » e spagnoleg.
Dont a ra eus ar ger keltiek *kolmos a rafe dont d’e dro ur wrizienn indezeuropek *ḱólh₂-mo a gaver ivez er gerioù culmus « soul » e latin, halm « kalavr » e nederlandeg, sal̃ms « plouz » e lituaneg, słoma « plouz » e poloneg ha kulmäṃts- « korz, broen » e tokhareg A[2].

Anv-kadarn

kolo /koːlo/ gourel strollder (unanderenn koloenn /ko.ˈloː.ɛn/)

  1. Plouz.
  2. ur bec'h kolo:
  3. ur vriad kolo:

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Krennlavaroù

  • Gant kolo hag amzer
    E teu da eogiñ ar mesper

Daveoù

  • [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 407.
  • [2] : Michiel de Vaan, Etymological Dictionary of Latin and the Other Italic Languages, Leyden, Brill, 2010, p. 150.


Esperanteg

Gerdarzh

Ger savet diwar ar finneg kaula, an italianeg collo, al latin collum, ar spagnoleg cuello, hag al lostger -o a dalvez da sevel an anvioù-kadarn.

Anv-kadarn

unanderliester
nominativ kolokoloj
akuzativ kolonkolojn

kolo /ˈkɔ.lɔ/

  1. Gouzoug.

Deveradoù